Les pieds dans le plat
2 participants
Page 1 sur 1
Les pieds dans le plat
Ha troioù-lavar pe krennlavarioù ho pije da reiñ ar soñj-se (bezañ graet pe lavaret dres ar pezh a oa arabat ober) en un doare skeudennaouet ? Trugarez en a-raok.
Salokras- Messages : 9
Date d'inscription : 13/11/2022
Re: Les pieds dans le plat
Diaes respont avat rak gwall sklaer n'eo ket ster an droienn-se. Sellit ouzh termenadur ar Wiktionnaire da skouer : https://fr.wiktionary.org/wiki/mettre_les_pieds_dans_le_plat
Les pieds dans le plat a c'hell bezañ un dra a c'hoarvez dre zegouezh met ivez un dra lâret a-ratozh gant un den.
(Fallvarchiñ ne zegouezh ket amañ da'm soñj). Kenderc’hel a rin da glask
Les pieds dans le plat a c'hell bezañ un dra a c'hoarvez dre zegouezh met ivez un dra lâret a-ratozh gant un den.
(Fallvarchiñ ne zegouezh ket amañ da'm soñj). Kenderc’hel a rin da glask
Re: Les pieds dans le plat
Ar pezh em eus c'hoant da reiñ a zo stag ouzh an daou : dre zegouezh, e komz un den eus an dra a boanie ar re all da chom hep desachañ an evezh warnañ. Filip Oillo ha Mark Kerrain o deus kinniget ur frazenn tennet eus Jules Gros : Aet eo botoù-koad ha tout e-barzh ! "il a commis une gaffe" = il est arrivé avec ses gros sabots (Jules Gros, Le Trésor du Breton Parlé)
Salokras- Messages : 9
Date d'inscription : 13/11/2022
Re: Les pieds dans le plat
Den ebet ne gompren seurt e brezhoneg, forzh penaos... marteze e rin ur geusteurenn diwar-se...
Salokras- Messages : 9
Date d'inscription : 13/11/2022
Re: Les pieds dans le plat
Hag ar frazenn en he fezh ? Matreze e vefe aesoc'h ma ouifen ar "c'hontekst"
Re: Les pieds dans le plat
Unan a zeu tre en ur sal hag a huch dres ar pezh a oa da chom hep lavaret. N'hellan ket sikour muioc'h, n'eo ket peurskrivet ; hervez ar respontoù a gavin e lakain ar skeudenn hec'h-unan, pe e kreiz ar frazenn... oc'h en em soñjal emaon.
Salokras- Messages : 9
Date d'inscription : 13/11/2022
Re: Les pieds dans le plat
"…a huch dres ar pezh a oa da chom hep lavaret…" ar pezh ne oa ket eñ e soñj lavaret - deuet dre zegouezh/fazi dezhañ -, pe ar pezh/ar "sekred" ne oa ket e selaouerien da glevet ?
Re: Les pieds dans le plat
Aze, e huch un dra gouezet gant an holl met a vije gwelloc'h tevel evit na lakaat ket diaes unan bennak.
Salokras- Messages : 9
Date d'inscription : 13/11/2022
Re: Les pieds dans le plat
Gwelloc'h e vefe matreze tremen hep an dro-lavar, skrivañ un dra evel - n'ouzon ket, dont a ra din evel-se - "hag eñ, a-greiz-tout, ha dispak ar wirionez, diskoachañ ar c'hevrin anavezet gant an holl ?" Met ken buan all ne zegouezh tamm ebet eno.
Page 1 sur 1
Permission de ce forum:
Vous ne pouvez pas répondre aux sujets dans ce forum
|
|